Ur staj war ar brezhoneg e-kichen Naoned

124

Staj war ar brezhoneg

Sant-Enion al Lenn-Veur
9 betek 13 a viz Gouere 2018

 

Aozet e vo ur staj war ar brezhoneg gant Kentelioù an Noz, e kastell ar Plinguetiere, war ribl al Lenn-Veur. Staj war ar brezhoneg evit B1 (da-geñver framm europa ar yezhoù) eo, da lavaret eo al live tizher goude 3 bloavezh kentelioù noz da nebeutañ

Ur staj dre soubidigezh an hini eo, gant bod ha boued, evit en em varrekaat dre gomz dreist-holl, oc’h ober gant ar yezh a-hed an deiz : kentelioù diouzh ar mintin, obererezhioù goude merenn, ha beilhadegoù diouzh noz. Peadra da dudiañ e amzer en ur ober anaoudegezh gant Bro-Naoned hag he gwiniegi.

Na chomit ket etre daou: deuit ‘ta d’ober un tañva da birvidigezh gevred Breizh gant Kentelioù an Noz !

Programm :

  • Lun : Kentelioù, obererezioù ha nozvezh c’hoarioù
  • Meurzh : Kentelioù, gweladenn Passay gant Armand Tosser, beilhadeg kontet ha kanet
  • Merc’her : Kentelioù, gweladenn Kronograph e Trentemoult, film
  • Yaou : Kentelioù, gweladenn kav Chon ha ti-feurm Leo
  • Gwener : Kentelioù. Fin ar staj da 4e.

Programm resis o klikit amañ.

Titouroù ouzhpenn :

  • Eus al Lun 9/07/2018 betek ar Gwener 13/07/2018
  • Lec’h : Kastell ar Plinguetière e Sant-Enion al Lenn-Veur (15 km er mervent da Naoned)
  • Priz (bod ha boued e-bazh) :
    • 330€ priz ordin
    • 300€ priz bihan (studierien, tud dilabour, hag all).
    • Chekennoù vakañsoù degemeret.
  • Evit mirout enlinenn, klikit amañ

 

 

Evit kaout muioc’h ha ditouroù
pe lakaat hoc’h anv, kit e darempred gant :
Kentelioù an Noz
02 40 20 39 74
kenteliouannoz@gmail.com
www.breton-nantes.bzh

KaaN-RVB-01-Officiel-Jaune

 

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l’aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s