Desaver-ez / Educateur-trice

En français plus bas

logo_youn_ha_solena

DESAVER-EZ er vikro-magouri

Meret eo ar vikro-magouri « Youn ha Solena » gant ar gevredigezh (hervez lezenn 1901) anvet « Youn ha Solena » ivez. Aotreet eo gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Degemer a ra ingal ha/pe a-wechadoù, bugaligoù etre 10 sizhun ha 4 bloaz.

Brezhoneg eo yezh ar vikro-magouri.

PAL

Kas a ra da benn ar c’hefridioù a sell ouzh degemer ar vugale : buheziñ al lec’h-degemer, aozañ ar prederiañ hag an naetaat, an darempredoù gant ar familhoù ha gant ar gevelerien diavaez.

E karg emañ eus mont-en-dro mat ar vikro-magouri : labourat a ra gant ar gevredigezh « Youn ha Solena » evit ma vefe roet ur servij a-feson hag ur roll reoliñ ar c’hopridi en deus/he deus ivez.

Emañ en e/he z/dalc’h steuñviñ, aozañ, studiañ ha kontrolliñ, en ur zoujañ ouzh efedusted ha kalite ar pourchasoù, penaos e vez lakaet e pleustr raktres pedagogel a-ziforc’h ar vikro-magouri gant ar skipailh a-vicher, hag e darempred gant ar gerent.

Derc’hel a ra kont eus heñchadurioù ar gevredigezh « Youn ha Solena », hag eus ali ar gevelerien ensavadel.

AR POST

28e ar sizhun rannet evel-mañ :

  • 24e gant ar vugale
  • 4e a zileuriadur evit ar c’hargoù raktresoù (diorren lec’hioù nevez, klokaat an degemer bugaligoù…)

LEC’H EN URZHAZ

An desavadurez er vikro-magouri zo lakaet dindan aotrouniezh hag atebegezh an den dave teknikel hag ar Prezidant/ez ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena ».

  • Post N+2 : Prezidant/ez ar gevredigezh a ver« Youn ha Solena »
  • Postel N+1 : An den dave teknikel
  • Post N-1 : Gopridi desavadurel

DAREMPREDOÙ OBERATAEL

Darempredoù pemdeziek gant :

  • gopridi ar vikro-magouri
  • ar familhoù
  • ar vugale

Darempredoù ingal gant :

  • Burev/Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena », an dud e karg eus an diorren
  • ar gevelerien ensavadel eus an Ti-kêr, GMB, KGT, ar C’huzul-departamant

Darempredoù a-wechadoù gant :

  • ar gevredigezh a ver ar savadurioù : « Yezhoù ha Sevenadur »
  • an emellerien all o devez d’ober war-dro ar vugale (servijoù arbennik, gwarez ar vugaligoù, levraouegoù, skolioù-mamm, servijoù sevenadurel ha sportel an Ti-kêr)
  • ar vezeien hag an ensavadurioù prederiañ
  • ar servijoù trummadoù ha sikour

OBEREREZHIOÙ PENNAÑ

1- Merañ melestradurel

  • Doujañ d’al lezennadurioù o ren
  • Derc’hel e evezh war ar pezh a sell ouzh al lezenn, ar yec’hed hag ar sokial
  • Doujañ d’ar c’hemennoù a denn d’ar yec’hederezh ha d’ar surentez ha kontrolliñ e vezont lakaet e pleustr
  • Sevel protokoloù prederiañ, yec’hederezh hag emzalc’h da gaout en un degouezh diwar vall ha teurel evezh e vefent lakaet e pleustr
  • Sikour da skridaozañ ar rentañ-kont obererezh bloaziek gant Prezidant/ez ar gevredigezh « Youn ha Solena ».

2- Merañ ha reoliñ ar skipailh e liamm gant an den dave teknikel

  • Kenaozañ labour ar skipailh gant an den dave teknikel.
  • Skridaozañ, lakaat bevañ, kas war-raok, heuliañ ha priziañ raktres ar vagouri e liamm gant an den dave teknikel.
  • Heuliañ ar skipailh a-dost evit harpañ un emzalc’h desavadurel diouzh ar gwellañ.
  • Merañ an dizemglevioù a c’hallfe bezañ.

3- Darempredoù gant ar gevredigezh « Youn ha Solena »

  • Kemer perzh e termeniñ ar raktres magouri
  • Respont d’ar goulennoù ditouroù.
  • C’hoari ur roll kuzuliañ e-barzh ar C’huzul-merañ.

Dielloù diabarzh ar vikro-magouri zo skrivet e brezhoneg.

An dielloù ret evit mont en-dro ar framm (paperennoù urzhiadiñ), zo skrivet e brezhoneg hag e galleg.

4- Aozañ buhez ar vagouri

  • Dielfennañ ezhommoù ar familhoù hag ar vugale hag emdroadurioù an endro sokial
  • Degemer, heñchañ ha kenurzhiañ an darempredoù gant ar familhoù
  • Kelaouiñ ar gerent diwar-benn an doareoù da zegemer ar vugale
  • Respont da c’houlennoù ar gerent
  • Chom kred evit ar raktres pedagogel
  • Aozañ an obererezhioù hag ar buheziñ evit ar vugale.
  • Ober war-dro ar plediñ hollek gant pep bugel ha kemer e kont e ezhommoù hiniennel en ur lakaat anezho da glotañ gant mont en-dro ur strollad
  • Diwall ma vo pep bugel en e vleud er vuhez stroll
  • Diwall ma vefe ar raktres desavadurel da dalvezout
  • Aozañ ha kontrolliñ ar prederiañ hag an evezhiañ yec’hed
  • Diorren doareoù dizarbenn, desevel ha gwellaat yec’hed ar vugale
  • Heuliañ ingal an teuliadoù yec’hed
  • Diguzhat sinoù galv,diaezamantoù korf pe vred ar vugale ha kelaouiñ buan ar servijoù a zere

5- Darempredoù gant ar familhoù

  • Degemer, kelaouiñ
  • Selaou, kuzuliañ, harpañ
  • Aozañ ha broudañ perzh ar familhoù e buhez ar vagouri

An dielloù skrivet evit ar gerent (kevratoù, skritelloù…), zo divyezhek : brezhoneg ha galleg.

E-pad an deiz eo ar brezhoneg yezh buhez ar vikro-magouri.

An treuzkas d’ar familhoù, an eskemmoù gant kendivizerien diavaez a c’hall bezañ graet e galleg.

LIVE SKIANT-PRENET

Stummadur ret :

  • Pe diplom Stad babigourez pe babigour
  • Pe diplom Stad desaverez pe desaver bugaligoù (dindan tri bloaz)
  • Pe diplom Stad klañvdiourez pe klañvdiour

Eil stummadur :

  • Kontouriezh
  • Management skipailh
  • Diorren raktresoù
  • Barregezh war ar brezhoneg. Live B2

BARREGEZHIOÙ

  • Anavezout diorroadur korf ha bred ar vugale.
  • Gouzout diouzh mezegiezh ar vugale : kleñvedoù ar vugale, kemer e karg hag aozañ ar prederiañ.
  • Anavezout al lezennoù evit a sell ouzh gwarez ar vugale (gwallgas, argerzhad reiñ da c’houzout…).
  • Anavezout endro ensavadurel ha melestradurel ar framm degemer (kevelerien ha kefridioù).
  • Gouzout diouzh merañ ha melestradur diazezadurioù bugaligoù.
  • Anavezout lezennoù ar yec’hederezh (ober war-dro bugale, naetaat ar salioù, aozañ ha fardañ ar predoù, normoù HACCP)
  • Barregezhioù war al luskañ strolladoù hag al labour skipailh, ar management.
  • Gouzout diouzh lezennoù al labour.
  • Gouzout implijout ar meziantoù burevek (Babicarte, Word, Excel, Lotus).
  • Anavezout an ostilhoù divorfilañ ha buheziñ.

PROFIL

  • Bezañ atav prest da respont, ersavus-kenañ
  • En e aez evit daremprediñ an dud, gant aotrouniezh, barregezhioù selaou ha marc’hata
  • En e aez evit labourat gant ur  skipailh
  • Emren en aozadur e/he labour
  • Endalc’h a boell,ha kompren ervat petra eo bezañ e servij an holl.
  • Aozet, poellek
  • Gouest da vuheziñ
  • Gouest da verañ traoù diwar vall
  • Gouest da zielfennañ ezhommoù ar vugale, ar familhoù.

Trugarez da gas ho CV ha lizhiri emstrivañ  :

da gChloé Pellegrino ha Katell Leon
Mikro-magouri Youn ha Solena
12 bali an Angevinière
44 800 Sant-Ervlan
assoyounhasolena@kmel.bzh
06 71 23 08 50

 

logo_youn_ha_solena

Educateur-trice de la micro-crèche

La micro-crèche « Youn ha Solena » est une structure gérée par l’association (loi 1901) du même nom « Youn ha Solena ». Elle est agréée par le Conseil Départemental de Loire Atlantique. Elle assure l’accueil collectif régulier et/ou occasionnel d’une capacité maximale de dix enfants âgés de 10 semaines à 4 ans.

La langue de vie au sein de la micro-crèche est le breton.

FINALITÉ

Il/elle assure les missions concernant l’accueil des enfants : animation de l’établissement, organisation des soins et hygiène, relations aux familles et aux partenaires extérieurs.

II/elle est responsable du bon fonctionnement de la structure ; il/elle travaille en coopération avec l’association « Youn ha Solena » pour assurer la qualité de service et a un rôle de management du personnel.

Il/elle a pour rôle de planifier, organiser, piloter et contrôler, en veillant à l’efficacité et la qualité des prestations, la mise en œuvre par l’équipe des professionnels du projet pédagogique spécifique à la micro-crèche, et ce en relation avec les parents.

Il/elle tient compte des orientations de l’association « Youn ha Solena », et des partenaires institutionnels.

LE POSTE

28h par semaine réparties comme suit :

  • 24h de présence auprès des enfants
  • 4h de délégation pour les fonctions de développement de projets (nouveaux lieux, compléter l’accueil occasionnel…)

POSITION HIÉRARCHIQUE

L’éducateur.trice de la structure est placé(e) sous l’autorité et la responsabilité de la référente technique et du/de la Président-e de l’association gestionnaire « Youn ha Solena ».

  • Poste N+2 : Président/e de l’association gestionnaire « Youn ha Solena »
  • Poste N+1 : Référente technique
  • Poste N-1 : Personnel éducatif

RELATIONS FONCTIONNELLES

Relations quotidiennes avec :

  • personnel de la micro-crèche (auxiliaires de puériculture, CAP petite enfance)
  • les familles
  • les enfants

Relations régulières avec :

  • le Bureau / CA de l’association gestionnaire « Youn ha Solena », les personnes chargées du développement
  • les partenaires institutionnels de la Mairie, de la PMI, de la CAF, du Conseil Départemental

Relations ponctuelles avec :

  • l’association gestionnaire des bâtiments : « Yezhou ha Sevenadur »
  • les autres intervenants petite enfance (services spécialisés, protection de l’enfance, bibliothèque, écoles maternelles, services municipaux culturels et sportifs)
  • les médecins ou établissements de soin
  • les services d’urgence et de secours

PRINCIPALES ACTIVITÉS

Gestion administrative

  • Veiller au respect de la législation en vigueur
  • Assurer une veille juridique, sanitaire et sociale.
  • Respecter et contrôler l’application des consignes d’hygiène et de sécurité
  • Élaborer les protocoles de soins, d’hygiène et de conduite à tenir en situation d’urgence, et veiller à leur application.
  • Aider à la rédaction du rapport d’activités annuel avec le/la Président-e de l’association « Youn ha Solena ».

Gestion et management de l’équipe, en lien avec la référente technique

  • Co-organisation du travail de l’équipe.
  • Rédaction, animation, impulsion, suivi et évaluation du projet d’établissement.
  • Encadrement de proximité de l’équipe afin de favoriser une attitude éducative optimale.
  • Gestion des conflits éventuels.

Relations avec l’association « Youn ha Solena »

  • Participer à la définition du projet d’établissement
  • Répondre aux demandes d’information
  • Jouer un rôle consultatif au sein du conseil d’administration

Les documents écrits internes à la structure sont rédigés en breton.

Les documents écrits nécessaires au fonctionnement de la structure (bons de commande.) sont rédigés en breton et en français.

Organisation de la vie d’établissement

  • Analyser les besoins des familles et des enfants et les évolutions de l’environnement social
  • Accueil, orientation et coordination de la relation aux familles
  • Informer les parents sur les modalités d’accueil des enfants
  • Répondre aux demandes et questionnements des parents
  • Rester garante du projet pédagogique
  • Organiser les activités et animations pour les enfants.
  • Assurer la prise en charge globale de l’enfant et la prise en compte de ses besoins individuels tout en les inscrivant dans une démarche de collectivité.
  • Veiller à l’adaptation de l’enfant en collectivité
  • Veiller à la mise en place du projet éducatif
  • Organisation et contrôle des soins et de la surveillance médicale
  • Développer les moyens de prévention, d’éducation et de promotion de la santé de l’enfant
  • Tenir à jour les dossiers médicaux
  • Dépister les signes d’appel, de mal-être physique ou psychique de l’enfant et alerter les services compétents

Relations avec les familles

  • Accueil, information
  • Écoute, conseils, soutien
  • Organisation et encouragement de la participation des familles à la vie de l’établissement.

NIVEAU D’EXPERIENCE

Formation indispensable :

  • Soit diplôme d’Etat de puéricultrice ou puériculteur
  • Soit diplôme d’Etat d’éducatrice ou éducateur de jeunes enfants
  • Soit diplôme d’Etat d’infirmière ou infirmier

Formation secondaire :

  • Comptabilité
  • Management d’équipe
  • Développement de projets
  • Maîtrise de la langue bretonne. Niveau B2

COMPÉTENCES

  • Connaissances du développement physique et psychique de l’enfant.
  • Connaissances en pédiatrie : maladies infantiles, prise en charge et organisation des soins.
  • Connaissances de la législation en matière de protection de l’enfance (maltraitance, procédure de signalement…).
  • Connaissances de l’environnement institutionnel de la structure d’accueil (partenaires et missions).
  • Connaissance en matière de gestion et d’administration des établissements petite enfance.
  • Connaissances de la législation en matière d’hygiène (soins aux enfants, hygiène des locaux, fourniture et préparation des repas, normes HACCP).
  • Connaissances en dynamique des groupes et des théories du travail d’équipe, de management.
  • Connaissances de la législation du travail.
  • Utilisation de logiciels de bureautique (Babicarte, Word, Excel, Lotus)
  • Connaissances des différents outils d’éveil et d’animation.

PROFIL

  • Forte disponibilité, grande réactivité
  • Sens du relationnel, de l’autorité, de l’écoute, de la négociation
  • Sens du travail d’équipe
  • Grande autonomie dans l’organisation du travail
  • Devoir de réserve et sens du service public
  • Organisation, méthode
  • Capacités d’animation
  • Capacités à gérer les urgences
  • Capacités d’analyse des besoins de l’enfant, des familles

Merci d’envoyer CV et lettre de motivation à :

Chloé Pellegrino et Katell Leon
Micro-crèche Youn ha Solena
12 avenue de l’Angevinière
44 800 Saint-Herblain
assoyounhasolena@kmel.bzh
06 71 23 08 50 

 

 

Publicités

Répondre

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l'aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s