Kargad a gehentiñ ha diorren ar Redadeg

Post labour kinniget gant Ar Redadeg

Kargad a gehentiñ ha diorren ar Redadeg

 

Prantad : 13/01/2020 > 28/06/2020

Lec’h : Breizh (Labour er gêr, pe en ur burev da gavout)

Kefridi :

  • Kefridi gentañ :
    • Heuliañ ar c’hevelerezhioù gant an embregerezhioù mesen, brudañ hag heuliañ perzh ar pennoù-embregerezh a-raok, a-hed ha just goude ar Redadeg ;
    • Heuliañ an darempredoù gant an tiez-kêr (embann pennadoù brudañ ar Redadeg, merañ embann dafar ar Redadeg, heuliañ ha brudañ perzh an dilennidi) ;
    • Heuliañ ar c’hevelerezh gant ar Rannvro da geñver Gouel Breizh 2020 ;
    • Brudañ ar Redadeg war zu an holl (tud, kevredigezhioù, skolioù…) dre ar rouedadoù sokial, al lec’hienn internet, al lizher miziek, ar gazetenn/dafar ispisial ;
    • Heuliañ/heñchañ ar skipailhoù a raio war dro ar c’hlipoù/filmoù evit brudañ ar Redadeg ;
    • Renabliñ ha brudañ an darvoudoù war hentad ar Redadeg dre ar rouedadoù sokial, al lec’hienn internet ; – Lakaat war wel kilometroù ispisial ;
    • Aozañ hag heñchañ darempredoù gant ar mediaioù a-raok, a-hed ha just goude ar Redadeg.
  • Eil gefridi :
    • Skoazellañ ar skipailhoù lec’hel evit brudañ ar Redadeg, dreist-holl ar re a raio war dro al loc’hañ hag an degouezh ;
    • Kemer perzh ha sikour evit buheziñ ar gevredigezh (emvodoù, darvoudoù ar gevredigezh) ;
    • Kemer perzh ha sikour evit embann titouroù a-hed ar Redadeg war ar rouedadoù sokial ;
    • Ober war dro pe heñchañ poltridi foto pe video war an hentad, renkañ anezho, gwiriekaat an embann ha gwirioù war ar skeudennoù, kas anezho d’ar mesen ha pennoù bras ;
    • Kemer perzh e aozañ ar bodad kehentiñ.

Doare den :

  • Anveout palioù ar Redadeg ha bezañ kemeret perzh c’hoazh ;
  • Youlek, startijenn gantañ / ganti, emren ha kiriek, aozet mat ;
  • Un den hag a blij dezhañ al labour prop ha kempenn ;
  • Dedennet gant daremprediñ tud a bep seurt ha kat da lakaat labour ar re all, ar youlidi, war wel.

Barregezhioù :

  • Gouest da skrivañ mat ha da ginklañ mat an dafar ;
  • Bezañ en e aes evit skoulmañ darempredoù ;
  • Gouest da steuñviñ al labour, aozañ ha merañ ar prantadoù labour fonnus fonnus, doujañ ouzh an termennoù lakaet hag anavezout an traoù mallusañ ;
  • Gouest da labourat e-unan pe gant ur skipailh ;
  • Mestroniañ binvioù evel taolennoù (tableurs), open office, powerpoint, ha binvidi a-vremañ (rouedadoù sokial, internet…) ;
  • Kaout an aotre bleniañ + karr-tan.

Yezhoù :

  • Mestroniañ mat ar galleg hag ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz (live C1) ;
  • Yezhoù all degemeret mat.

Aozioù labour :

  • Bezañ war an dachenn da vat da goulz ar Redadeg (un nebeud sizhunioù a-raok, e-pad troiad ar Redadeg ha just goude an darvoud), bezañ emren evit heuliañ ha kenurzhiañ al labour e-pad ar Redadeg ;
  • Labour a bell gant ar youlidi hag ar renerez (labour dre bellgomz, dre bostel peurliesañ) ;
  • Labour war an dibenn-sizhun ha diouzh noz a-wechoù (emvodoù, eskemmoù gant ar youlidi, dre bellgomz pe dre bostel).

Gopr : Tro 1770€ kriz

Kevrat : CDD

Kevrat leun amzer, kevrat termenet he fad (erlerc’hiañ koñje mamm). Kevrat dindan emglev a-stroll ar buheziñ, live C, kenefeder 280. AOZIOU LABOUR : Bezañ war an dachenn da vat da goulz ar Redadeg (un nebeud sizhunioù a-raok, e-pad troiad ar Redadeg ha ju

Mont war ar renk :

Kas ul lizher en em ginnig hag ur CV d’an 30 a viz Du d’an diwezhatañ da : darempred@ar-redadeg.bzh . Bodad tuta e miz Kerzu.

tatoù_Plan de travail 1 copie 4 (2)

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l’aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s