Kinnig labour – BUHEZOUR·EZ RADIO

RADIO KREIZ BREIZH O TUTA !

BUHEZOUR·EZ RADIO

« Kevredigezh souten ar radio e kreiz Breizh : Radio Kreiz Breizh », staliet e Rostrenn, a zo ganti evel pal da verañ ha lakaat da dreiñ ur radio bro en div yezh (brezhoneg he galleg). He labour a zo :

  • Kelaouiñ poblañs ar « vro » (tachenn goloet gant skignadenn FM ar radio), en ur lakaat anezhi da selaou, anavezout ha kompren gwirvoud ar vro.
  • Krouiñ un eskemm etre bro ar c’hreiz Breizh ha gwirvoudoù eus broioù all
  • Brudañ ar brezhoneg en ur reiñ dezhañ ar muiañ a blas en abadennoù radio liesseurt
  • Reiñ ar gaoz da zileuridi ar vuhez kevredigezhel, politikel, sokio-ekonomikel hag hollad ar geodedourien.
  • Stummañ an dud a-youl vat dedennet gant ar vro d’ober gant ar radio
  • Brudañ ar sevenadur digor da holl zoareoù arzel, ha dreist-holl reoù an arzourien hag arzourezed eus ar vro
  • Produiñ ha skignañ krouidigezhioù sonet ha komzet gant liv ar vro, hep ober splet, o toujañ ouzh al lezennoù

Labour hollek

Karget eo ar vuhezourez pe vuhezour da seveniñ ha buheziñ abadennoù radio e brezhoneg hag e galleg war ur c’houlzad pe meur a hini, keit a ma toujo ouzh liv Radio Kreiz Breizh. Hentet e vezo gant dibaboù ar c’huzul-merañ ha dindan aotrouniezh ar burev hag ar genurzhierez.

Endro labour

  • Labourat a ra e savadurioù ar gevredigezh hag en diavaez : bez e c’hoarvezo en do da vont da labourat war tachenn rannvro Breizh.
  • Bez en deus da zaremprediñ ur bern tud : ar skipailh gopret, izili burev ha kuzul-merañ ar gevredigezh, an dud ayoul vat, dilennidi ar strollegezhioù lec’hel, kenlabourerien diavaez, hag all…
  • Bez e c’hoarvezo en do da labourat abred pe ziwezhat, pe e-pad an dibenn-sizhun, diouzh an ezhommoù (emvodoù, festivalioù, darvoudoù….)
  • Ar prantad labour hag e aozadur a vezo termenet diouzh ar c’hontrad hag ar profil post.

Obererezh

Abadennoù

Evit krouiñ abadennoù, ar vuhezourez pe vuhezour :

  • a glask sujedoù
  • a brepar atersadennoù
  • az a da foetañ bro, pe a zegemer tud pedet er studio, da enrollañ
  • a framm an abadenn (gant tonioù dibabet), hag a brogramm anezhi
  • a b/podcast an abadenn
  • a vrud an abadennoù dre ar rouedadoù sokial
  • a renk an abadennoù en dielloù

Buheziñ a ra abadennoù end-eeun.

Aozañ ha seveniñ a ra abadennoù end-eeun en diavaez eus ar studio, kenkoulz evit staliañ pe vuheziñ anezho.

Bez e c’hell merañ divizoù skignet.

Prientiñ ha programmiñ a ra abadennoù adskignet pe broduet gant tud a-youl vat pe radioioù all, kement evit ar sizhunvezh hag evit an dibenn-sizhun.

Kenlabour Diavaez

  • Bez en do da genlabourat gant radioioù Brudañ ha Skignañ, ar c’h/Corlab, pa vez kenbroduet an abadennoù
  • Bez en do da reiñ boued da abadennoù all RKB, meret gant buhezourien all.
  • Bez e c’hello bezañ e-karg eus stajidi, pe da seveniñ abadennoù ispisial gant kenlabourerien diavaez.
  • Bez e c’hello sikour tud a-youl vat da grouiñ o abadenn.
  • Bez e c’hello mont e darempred gant aozadurioù diavaez da sevel raktresoù ispisial

Labour Skipailh

  • Kemeret a ra perzh en emvodoù a-stroll
  • Bez e c’hell kinnig raktresoù d’ar c’huzul-merañ
  • Prederiañ a ra d’ar c’hael ar programmoù
  • Sikour a ra da sevel goulennoù yalc’hadoù zo (FSER)

Teknik

  • A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ kempenn ar skigner, ar poelladoù, ar mekanikoù
  • A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ niverelaat an dielloù
  • Bez e c’hello kempenn ar skigner ar poelladoù, ar mekanikoù radio…
  • Bez e c’hello niverelaat an dielloù

Barregezhioù

  • Siriusted, gouestoni da labourat gant ur skipailh hag en un doare emren.
  • Gouest da vuheziñ e brezhoneg- en he/e aes dre gomz ha dre skrid
  • skiant prenet e bed ar radio pe ar mediaoù- ur stummadur a vezo kinniget e mod-all
  • Anaoudegezh don eus bed sevenadurel ha sokio-ekonomikel bro COB ha Treger
  • Gouest da gomz ha skrivañ e Brezhoneg (live B2)
  • gouzout ober gant ar poelladoù micherel (of fice, Open Radio, Reaper, Peakpro)
  • Intrudu, dreist-holl evit ijinañ abadennoù nevez

Diplomoù

Aotre bleniañ hag oto

Da gomañs d’ar 14 a viz Even

CV ha lizher da gas a-raok ar 15 a viz Mae da : rkb.tutan@gmail.com

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l’aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s