Enquête : Recherche bretonnants nés entre 1970 et 1995

goulennaoueg katell chantreauDans le cadre d’un doctorat sur la transmission du breton au sein de la famille, Katell Chantreau cherche 400 parents bretonnants nés entre 1970 et 1995, qui parlaient déjà breton avant d’avoir leur premier enfant, qu’ils parlent breton à leurs enfants ou non.

Peut-être est-ce votre cas ? Peut-être est-ce le cas de vos enfants ou de personnes que vous connaissez ? N’hésitez pas à transmettre cet article autour de vous.

UR RAKTRES ENKLASK DOKTORELEZH
WAR TREUZKAS AR BREZHONEG ER FAMILHOU

katell chantreauUn danvez enkaskerez a fell dezhi kompren gwelloc’h treuzkas ar brezhoneg er familhoù hiziv an deiz : peseurt dibaboù yezh ha peseurt strategiezhioù ‘vez gant ar gerent vrezhonek ? Danvez preder, testenioù, disoc’hoù enklask tro-dro d’an tem-se a zo war al lec’hienn treuzkas.net bet savet ganti.

Klask a ra Katell 400 tad ha mamm kontant da respont d’ur c’houlennaoueg. 180 respont a vank c’hoazh.

Palioù an enklask :

  • skiantel : Kompren petra lak an tadoù hag ar mammoù brezhonek da gomz brezhoneg pe da chom hep komz brezhoneg d’o bugale. Dielfennañ ar strategiezhioù treuzkas.
  • pleustrek : Gwelet penaos e vefe posupl aesaat treuzkas ar brezhoneg er familhoù.

Metodologiezh :

  1. enklask quantitative (dre ur c’houlennaoueg) evit anavezout gwelloc’h ar boblañs  studiet
  2. enklask qualitative (dre atersadennoù) evit kompren reprezantadurioù ha strategiezhioù treuzkas ar gerent.

Poblañs studiet :

Tadoù ha mammoù ganet etre 1970 ha 1995 a ouie brezhoneg p’o deus bet o bugel kentañ**, a gomz brezhoneg d’o bugale a-wechoù, alies, bepred pe james.

**Tud a oa gouest, pe a vefe bet gouest, da vare ganedigezh o bugel kentañ, da flapiñ gant ur mignon e-pad un eurvezh e brezhoneg, n’eus forzh pegen stank ‘vefe bet ar fazioù er gaozeadenn

Ma klotit gant an doare tud a glask, hag un tamm amzer ‘pefe evit respont d’ur c’houlennaoueg en linenn ? Tro 20 munutenn zo e’mm evit respont. Klikit amañ.

Evit gouzout muioc’h diwar-benn Katell
http://www.treuzkas.net/piv-on

 

 

Laisser un commentaire