Kinnig labour – Ofis publik ar brezhoneg – Skoazeller.ez ar Pol Studi ha Diorren

logo-ofis-ar-brezhoneg

Skoazeller.ez ar Pol Studi ha Diorren

C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ?

Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ?

Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller.ez evit ar Pol Studi ha Diorren.

Kefridi : E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik en do pe he do skoazeller.ez ar Pol Studi ha Diorren da harpañ servijoù an Ajañs Diorren hag Arsellva implij ar yezhoù a-fet sekretouriezh (stignad DESK, koulzadoù Ya d’ar brezhoneg, harpañ an oberoù kehentiñ, dastum roadennoù sokioyezhoniel…) ha skoazellañ rener Pol Studi ha diorren an OPAB. Sekretouriezh kreizenn Naoned a raio ivez.

Profil goulennet : BAC + 2, live B2 e brezhoneg. Aotre-bleinañ B.

Spered urzhiet, rigor, emrenerezh, efedusted

Doare implij : kevrat termenet he fad

Pad : 35 eurvezh

Lec’h labour : kreizenn Ofis publik ar brezhoneg e Naoned

Rez : Implij er rummad C

Deiziad kregiñ war ar post : 01.04.2022

Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 10.03.2022

Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.

Postel : ofis29@opab.bzh

Pellgomz : 02 98 99 30 10

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s